Modèle:SuiteFantaisieEnferRouzBR

De GrandTerrier

3. Gwelet e rafoc'h eno poanioù an holl dud-se,
Pere a chomo eno 'pad an eternite.
Tourmantet e pep feson, pep hini 'n deus e boan,
Hervez an holl dorfedoù en deus graet er bed-mañ.

4. Ar c'hentañ ' weler eno e-kreiz ar ganailhez,
Eo paotr Mari-Yoakim, roue ar rouanez,
Anvet gant ar veleien, Mesi, Krist pe Jezuz ;
Ur Juif karget a grimoù, a dorfedoù mezhus.

5. En e gichen e weler Doue ar bobl Israël
Tad dezhañ, anvet ivez ar gwir dad eternel.
Ar mab a zo kurunet gand ur vodenn spern glas
Hag e gorf diskroc'hennet zo 'stribilh eus ar groaz.

6. Hennezh ne ra nemet grial gwashoc'h 'vit ur furi
O yudal war-bouez e benn : « Lama sabachtani [1] »
An tad a lavar dezhañ : « Serr da veg kriminel,
Te 't eus kant gwech meritet ar poanioù etemel.

7. Te n'out bet nemet un treitour, ul lach ha renegat,
Traïset 'teus da vro ha da vamm ha da dad.
Da vuhez n'eo ket bet nemet ur vuhez fall,
Ha da varv zo bet 'vit ar bed holl fatal.

8. Abaoe naontek kant vloaz, me 'gred, e c'houzout mat
Ar bed holl eus da berzh zo e tan hag e gwad.
An douar a zo trempet gant gwad ar gristenien
Gant gwad ar vorianed ha hini an dud wenn.

9. Ha n'eo ket echu c'hoazh, en douar hag er mor,
En em zrailhont atav evidout-te treïtour.
Gwelet a reer anezho en Afrik hag e Chin
Ha m'en dare pevare an drailh-se 'n do fin.

10. Ne oa ket a-walc'h c'hoazh, kriminel, renegat,
Da lakaat an douar holl e tan hag e gwad
Ret e oa dit invantiñ c'hoazh tourmantoù nevez
'Vat tourmentiñ an dud pad an eternite.

11. Rak-se e t eus meritet gant da gurunenn spern
Bezañ ar c'hentañ plantet amañ kreiz an ifern
Gant da abostoled eveldit kanailhez
Kat neusont graet morse 'met pilhañ ha laerezh.

12. E-kichen at re-mañ emaint toud, ar baped,
Daou-c'hant ha hanter-kant, ne vank nikun ebet.
Ar re-man zo azezet war gribennoù rouilhet
An dent betek seizh meuted en o revr antreet.

13. Goude emaint ar rouizien hag ar manac'hed ruz
Ar Jezuited, ar frered hag ar veleien du,
Ar jujed, an noterien ha tond o c'honsorted,
Toud emaint aze'et eno war gadorioù aouret.

14. Toud ar ganailhez-se, friponed ha lubrik
A zo chaofet eno gant an tan elektrik.
En-dro dezho a zo kant ha kant mil furi
Gant brochoù houarn ruz evit o zourmantiñ.

15. Krial a reont, o yudal evel tud arajet
Krañchañ reont o mallozh war roue ar Juifed.
« Te a zo kaoz, emezint, treïtour ha kriminel
Mar 'maomp-ni amañ bremañ kreiz ar poanioù kruel.

16. Te a t oe lavaret pa oas er bed gwechall
0 pilhañ hag o laerezh gant da lapoused fall,
Penaos ne oa dav lâret nemet Pater Noster
'Vit kaout boued da zibriñ ha bezañ gwisket kaer.

17. Lavaret a t oa c'hoazh, te kriminel, voaiou,
E oas deuet war an douar da ober dizurzhoù,
Da lakaat an dizurzh 'tre ar vamm hag an tad,
Ha da lakaat ar bed-holl e tan hag e gwad

18. Gwelet neusomp c'hoazh skrivet en aviel,
Penaos evit monet d'ar vuhez eternel,
E oa dav penn-da-benn heuilhañ da lezennoù
Hag ober eveldit mervel leun a grimoù.

19. Evel-se neusomp graet toud e-pad hor buhez
'Vel ma res da unan e Bro ar Galile,
Feneantiñ ha laerezh, o tromplañ an dud paour
'Vit lakaat anezho da chetañ o argant hag o aour.

20. Eveldit ez omp bet ivez taomaturjed
Graet neusomp mirakloù, surtoud gant ar merc'hed,
Lakaet an dizunion 'tre an ozhac'h hag ar wreg
Lakaet an tan partoud hag ar gwad da redek.

21. Kignet ha diskroc'hennet neusomp an holl dud kaezh,
Tennet ganto o madoù, o spered, o buhez.
'Vel-se neusomp gonezet hervez an aviel
Monet toud d'ar baradoz d'ar repoz eternel.

22. Trompet omp bet ganit kriminel esklammus
Setu ni amañ bremañ, kreiz ar poanioù euzhus.
E-lec'h mont evit atav d'ar repoz eternel
Ez omp koue'et evit biken en tourmantoù kruel »

23. Setu aze an dud a zo e-barzh an ifern
Gant ar re a zo bet er bed-mañ o espern
Oc'h ober sikour dezho en o c'hanailherezh
Da dromplañ ha da laerezh, da lazhañ an dud kaezh.

24. Dam en deus lavaret pa oa bet en ifern
N'en doe ket gwelet eno, plantet en ur bern,
Nemet daou pe dri eskob, toud eus an Itali
N'en doe ket gwelet mat, kar toud emaint enni.

25. Dant a lavar deomp c'hoazh en doe gwelet enni
Mahomet ar profet gant e gousin Ali.
Lavaret a ra memes en devoa gwelet Brutus,
Ha Judaz an abostol ha teñzorier Jezuz.

26. An dra-se n'eo ket gwir, na Brutus na Judaz
Neusont ket meritet mont d'an tourmantoù bras.
Mes meritet a neusont ur boneur eternel :
Liberet neu'ont ar bed eus a zaou griminel.

27. Mahomet evel Jezuz a zo sertenamant
Gant toud an holl friponed a zo bet er bed-mañ,
Ha toud ar re zo bremañ hag ar re 'zeuy c'hoazh
Neusont o flas eno, kar an toull a zo bras.

28. Setu aze kanailhez, laeron ha friponed
Penaos goude ar marv e vezoc'h regalet.
Beleien ha jezuited, tud lubrik evel 'maoc'h
Unan eus ho koñsorted en deus lavaret deoc'h :

29. « Diskennomp, holl gristenien, en ifern da welet
Doare trist hag esklammus an eneoù daonet,
Pere zo dre wir Doue, dalc'het e-barzh an tan,
O vezañ graet gwall zispign eus e c'hras cr bed-mañ. »

30. Ya, diskennit eno kanailhez beleien,
C'hwi laeron ha friponed gant o servijourien
Da welet ar griminaled en o funision,
Nonpas dre justis Doue mes a-berzh ar Rezon.

31. C'hwi 'lavar deomp friponed, lubrik hag atav leun
Penaos hoc'h eus tri Doue mes ne reont nemet un.
Ni 'n eus ivez un Doue lakaet e tri ferson
Ar Verite, ar Justis hag o mamm ar Rezon.

31. Vous nous dites, fripons lubriques et toujours pleins,
Que vous avez trois dieux qui ne font qu'un,
Nous aussi nous avons un dieu en trois personnes
La Vérité, la Justice et la Raison.

Et Dieu pardonnera aux trépassés.

  1. Erreur de référence : Balise <ref> incorrecte : aucun texte n’a été fourni pour les références nommées Lamina