Modèle:SuiteFantaisieEnferOrigBR

De GrandTerrier

3. Guelet e rafoc'h eno poaniou an ol dud se
Pere e chomo eno pad an etemite
Tourmantet e pep fecon, pep hini neus i boan
Hervez an ol dorfedou, en neus gred ar bed man

4. Ar c'henta veler eno e creis ar ganaillez
Eo pot Mari-Joachim roue ar rouanez
Hanvet gand ar veleyen Mesi, Christ pe Jésus
Eur juif carguet a grimou, a torfejou mezus

5. En i guichen e veler Doue ar bob israel
Tad dezan hanvet ivez ar guir dad eternel.
Ar mab e zo curunet gand eur vouden spern glas
Ac e gorf discro'henet zo stribil eus ar groas

6. Hens ne ra nemed greal goasoc'h vit eur furi
E yudal var boes i ben : « Lamina sebactani [1] »
An tad a lavar dezan : « Sar da vec crimenel.
Te teus cant guêch meritet ar poaniou éternel

7. Te nout bet met un traitour, eul lach e renegat
Trahiset teus da vro ha da vam ha da dad.
Da vuez neket bed nemet eur vuez fal
Ha da varo zo bed vit ar bed ol fatal.

8. Abaoue naontec cant vloas, me gred e c'houzout mad
Ar bed ol eus da bers zo e tan ac e goad.
An douar e zo tempet gant goad ar gristeignen
Gand goad ar morianet ha hini an dud guen.

9. E neket echu c'hoas. En douar ac e mour
Enem zraillont ato evidout te traitour.
Guelet e rer aneo en Afrik ac e Chin
E men dare penvare an drail-ze en o fin.

10. Ne voa ket a voalc'h c'hoas criminel renegat
Da lakad an Douar ol é tan ac e goad
Red e voa dit invente c'hoas tourmanchou neve
Vit tourmenti an dud pad an eternite.

11. Rac se e teus meritet gand da gurunen spern
Beza at c'henta plantet aman kreis an ifern
Gant da abostelet evel dit canaillez
Car neusont gred morse med pilla et laerez.

12. E kichen a reman e maint tout ar papet
Daou hant e hanter cant ne vang necun ebet
A reman zo azet var cribenou ruyet
An dent betec seiz meutet en o reor entreet

13. Goude maint a rouichen ac ar manac'het ru
Ar jesuitet ar freret ac ar veleyen du
Ar juget an noterien e tout o c'honsortet
Tout e maint azet eno var cadoriou aouret

14. Tout ar ganaillez se, friponet e lubrik
E zo chaufet eno gand an tan electrik
En dro dezo e zo cant e cant mil Furi
Gant brochou houarn ru evit o zourmanti.

15. Grial a reont e yudal evel tud arajet
Crencha reont o malos var roue ar juifet.
« Te a zo caus emezint traïtour e criminel
Mar mom ni aman breman kreis ar poaniou cruel

16. Te e taoue lavaret pan voas er bed guechal
O pilla ac o laerez gand da lapouset fal
Penos ne voa dao laret nemed pater noster
Vit kaouet boued da zibi ha beza guisket kaer

17. Lavaret e toa c'hoas te criminel voyou
E voas deud var an douar da oher dizurzou
Da lakad an disurz tre ar vam ac an tad
E da lakad ar bed ol e tan ac e goad

18. Gueled e n'eussom c'hoas scrivet en aviel
Penos evit monet dar vuez eternel
E voa dao pen da ben heuillia da lesenou
Ac ober evel dit mervel leun a grimou

19. Evel se n'eusom gred tout epad hor bue
Vel ma rees da hunan e bro ar Galile
Feneanti e laerez e trompla an dud paour
Vit laka n'eo da cheta o argant ac o aour

20. Evel dit e zom bed ivez thaumaturget
Gred e neusom miraclou surtout gant ar merc'hed
Laked an desunion tre an noac'h ac ar c'hrec
laked an tan partout ac ar goad da redec

21. Kignet e discroc'henet neusom an ol dud kez
Tenet gato o madou, o speret o buez.
Vel se n'eusom gonet hervez an aviel
Monet tout d'ar barados, dar repo eternel.

22. Trompet om bed ganit criminel esclamus
Setu n'in aman breman kreis ar poaniou eusus
E lec'h mont evit ato dar repos eternel
Ez om koued evit biken en tourmanchou cruel »

23. Setu aze an dud e zo bars an ifem
Gant a re e zo bed er bed man ho espern
E c'hober secours dezo en o c'hanaillerez
Da drompla e da laerez, da laza an dud kez

24. Dam en deus lavaret pa voa bed en ifern
Naoue ket gueled eno, plantet en eur bern
Nemed daou pe dri eskob tout eus an itali
Naoue ket guelet mad car tout emaint eni.

25. Dant a lavar dom c'hoas e naoue gueld eni
Mahomet ar prophet gand i gousin Ali.
Lavaret e ra meumes en devoa gueled Brutus
E judas an abostol et tensorier Jesus

26. An draze neket guir, na Brutus na Judas
Neusont ket meritet mont dan tourmanchou bras
Mes meritet an neusont eur bonheur eternel
Leberet naouen ar bed eus a zaou criminel

27. Mahomet evel Jesus e zo certenaman
Gant tout an ol friponet e zo bed er bed man
E tout a re zo breman ac a re zeui c'hoas
Neusont o flas eno car an toul a zo bras

28. Setu aze canailles. laeren e friponct
Penos goude ar maro e vezoc'h regalet.
Beleyen e jesuitet, tud lubric evel moc'h
Unan eus o consortet en deus lavaret doc'h :

29. « Diskenom, oll christenien en ifern da velet
Doare trist ac esclamus an eneou daonet
Pere zo dre vir doue d'alc'het ebars an tan,
0 veza gret goal zispign eus he c'has er bed man »

30. Ya diskenit eno canaillez beleyen.
Choui laeront et friponet gant o servicherien
Da vueld ar c'hriminalet en o funition
Non pas dre justis Doue mes a bers a Reson

31. C'houi lavar dom friponet, lubric e ato leun
Penos o c'heus tri Doue mes ne reont nemed eun.
N'int neus ive un Doue laket e tri ferson
Ar Verite, ar Justiç ac o mam a Recson.

Et Doue bardono nanaon.

  1. Ce sont là les derniers mots que selon Marc ce grand criminel prononça en mourant. Eli, Eli lamina sebacthami c'est-à-dire, mon Dieu, mon Dieu, pourquoi m'abandonnes-tu ?